Ar Vretoned o stourm evit Breizh adunvan, kengred ha bleunius,
kaer ha digor war ar Bed.
An 18 a viz Mezheven 2011, Breizh o stourm
70 bloaz 'zo, an 30 a viz Mezheven 1941 , e sin ar marichal Petain, levier Frañs,
a ra dindan gazel-gê an nazied, un deved a rann Breizh en ur lemel Bro Naoned.
An deved-se en deus savet un diarogad a zalc'h da virout
rannidigezh ar vro.
Breizh o stourm :
- Evit derc'hel d'an hiniennelezh
- Evit an demokratelezh
- Evit al liested sevenadurel
ha yezhel
- Evit doujañs hec'h identelezh
- Evit adunvaniñ ar vro
E 2011, e harz bepred ar Vretoned ouzh an enteuziñ oc'h azgoulenn
doujañs ouzh an demokratelezh, identelezh, liested yezhel, sevenadurel hag adunvanidigezh Breizh
Kenurzhiet eo bemdez ar
stourm gant ur rouedad sevenadurel galloudus ha kengret, a-wechoù gant skoazell ar strollegezhioù lec'hel ha rouedadoù embregerezhioù
Breizh,
E Naoned, d'an 18 a viz Mezheven, e tiskouez ar Vretoned dirak an holl o stourm da c'hervel war ar Prezidant gall, e
gouarnamant hag emstriverien an dilennadegoù 2012